Aux Marins : Mémorial des marins morts pour la France
Recherche
Imprimer la page
Visite virtuelle Les marins Le mémorial et son contexte L'association Aux Marins Partenaires et liens Infos pratiques Boutique Forum


L’HISTOIRE DU MEMORIAL : DE LA STELE AU CENOTAPHE
Le cénotaphe
Texte à télécharger (au format PDF) pdf

Le Cénotaphe (FR) - Le Cénotaphe (Breton)


Le Mémorial et son environnement
Le Mémorial
- De la stèle au cénotaphe
- La stèle
- Le Cénotaphe - Historique du lieu
- Le Cénotaphe - Le concept
- Le Cénotaphe - Description architecturale
Le phare
Le sémaphore
La pointe St Mathieu
Les davieds

Ar re n’int ket deuet en dro

Ar Mor, divent ha glas evel ur goulou-deiz e reter an dud...
hag ar Mor eo a zeu davedomp war diri maen an drama...

Saint-John Perse, Amers

Un dellez divent na c’hell ket bezañ kenveriet eo bezañ roet e vuhez, hag a dalv, en holl drovezhioù, anaoudegezh vat ha doujañs. Met amañ, peogwir ez eus anv eus martoloded war o batimant, ez eus ouzhpenn evito, re alies, ar fed ma ‘z int aet da anaon en donvor.
Evito, lienenn, lid-memoriñ, kroaz, pedenn ebet : penaos e c’hellfe ar familhoù, skoet gant ur c’hen bras a gañv, chom hep gouzañv gant glac’har an diouver-se ? Paotred yaouank a-vec’h deuet e-maez o oad krenn, dizonet da viken abalamour d’ur vuhez re verr, ezhec’h nevez bet tennet diganto o levenez a-benn-kaer, tadoù a familh yaouank na vo ket gwelet ganto o bugale o kreskiñ nag o vrasaat en oad. Aze emaint holl, e-tal ar mor bras a droc’has araok ar c’houlz neudenn ur vuhez leun a bromesoù.

A-benn rentañ dezho an enor a zo dleet ha stouiñ dirak glac’har ar familhoù, e voe choazet gant an dud e karg al lec’h kaer-mañ, an hevelep mor a-viskoazh en e dro, ma teu an tonnoù, eus an diabell, da darzhañ ouzh reier e dornaod ma vo savet warnañ ar monumant gouestlet dezho.

Amañ, war ar Penn ar Bed-mañ, beg ha staon ar bed kozh, e voe savet en o enor, e-tal ar mor bras, ul lec’h-koun a-drugarez da youl pennek an Amiral Guépratte, haroz an Dardanelles ha kannad Penn-ar-Bed goude, a-drugarez ivez d’e c’hoant da zougen bri d’ar vartoloded bet roet o vuhez ganto ha bet damankounac’haet e-keñver ar c’holloù spontus bet gouzañvet gant ar soudarded war droad e-kerzh ar Brezel bed kentañ. Igoret e voe al lec’h-koun d’an 12 a viz Even 1927. Graet eo bet gant ar c’hizeller René Killivig, ginidig eus Plouhineg Penn-ar-Bed, a gavas mat -un tamm a-enep da lodenn vrasañ monumañchoù ar re varv bet savet d’ar c’houlz-se- reiñ soñj eus ar dud varv dre skeudenn ur vamm en he glac’har, kenniget evel ur pietà en he c’hapot.

Met ne veze ket darempredet evel ma vije bet dleet al leur-vale, gouestlet d’ar vartoloded a vezel hag a goñvers bet kollet o buhez ganto e-kerzh ar brezel 14-18, gant awalc’h a dud, c’hoant ganto dont da vemoriñ, daoust d’ar bleunioù a veze digaset ingal gant ar gevredigezh « Koun Frañs ».

Setu perak, pa voe divizet gant ar Sindikad mesk bet savet evit adstummañ ha lakaat da dalvezañ Beg Lokmazhe, reneveziñ al lec’h dispar-mañ en he fezh, e tiwanas ar soñj da glokaat monumant Killivig ha, gant ar memes spered, rentañ enor d’an holl vartoloded marv evit ar Vro pe aet da anaon en donvor, kenkoulz ar re o deus servijet er Verdeadurezh a vrezel pe a goñvers, pe war bigi sovetaj, pe c’hoazh pesketaerien inskrivet war roll an dud a vor.

War al leur-vale, lec’h-koun kaer-meurbed intret gant ar garantez evit ar mor, e voe lakaet plakoù war ar mogerioù mein, a zigase soñj eus an holl vuhezioù kollet war vor. Met ret e oa dougen ur bri fromusoc’h c’hoazh d’an holl vartoloded aet da anaon e-kerzh ar brezelioù war vor hag o deus roet o buhez evit ar Vro ; dont a reas ar soñj neuze da implij ar savadur brezel diazezet war ar bladenn, evit ober ur bez a eñvor eus ar c’histillig da lojañ soudarded ha da zaspun armoù ha munisionoù, bet savet dindan Napoleon an Trede evit herzel ouzh ar Saozon ma klaskfent diskenn war hon aochoù.

Neuz vat a oa c’hoazh gant ar vein-dailh, paramant mogerioù ar savadur-se graet e 1850, daoust d’o braventez troet war-zu an implij hepken, hag harzet o doa ouzh an amzer. Klotañ a rae bolzoù an diabarzh, noazh ha dibourc’h, gant c’hoant ar pennsaver, bet ijinet gantañ ar raktres, da gempenn al lec’h-koun-mañ dre an diskouez, ar goulou hag ar son, evit reiñ an tu da enoriñ ha da vemoriñ gant anaoudegezh vat kement martolod marv evit ar Vro gant poltred kement hini anezho. Evel-se, war ar mogerioù-mañ, e ‘n em gavfe asambles, bodet en ur seurt breudeuriezh o veskañ ar gradoù, ar c’hargoù, ar stummoù, hervez ar c’hlichedoù diskouezet a gemmesk espres-kaer ar baotred en o gwiskamant pe gant o familh, an holl vartoloded-se a vo digaset soñj anezho d’ar rummajoù n’o deus ket gallet o anavezout.

Savet ez eus bet ur gevredigezh anvet « D’ar vartoloded » evit ma teufe ar soñj-se da wir ha kenderc’hel gant al labour dispar bet lusket gant he c’hrouerien. Kaset en-dro gant ur skipailh tud a volontez vat, e darempred stank gant familhoù ar re varv, ez eo he fal daspun e-barzh ar bez a eñvor ar muiañ a glichedoù ma c’hello, skignañ war he lec’hienn internet an doseroù bet fiziet enni diwar-benn ar re varv hag an darvoudoù brezel, dastum evit labourioù da zont an holl geleier diwar-benn an dud aet da anaon war vor pe ar vartoloded marvet dindan an urzhioù. N’eo ket difennet soñjal e c’hello an dastumad fedoù istorel-se, leun a daolioù brezel kaer met ivez a vunudoù o tennañ d’ar sokiologiezh, mont da ober ur seurt mammenn, leun a interest evit klaskerien hiriv ha warc’hoazh.

A. Laot